« 2007-12 | Page d'accueil | 2008-05 »

19.04.2008

Apofis & BHD

An asteroidenn Apofis :
En arvar emañ an Douar da vezañ stoket gant an asteroidenn Apofis. Dizoloet eo bet ar c’horf egorel d’an 18 a viz even 2004 gant an teleskop Bok er pikern Kitt Peak, Arizona. Apofis a oa anv gresian an doue egiptat Apep, an “distrujer”. Ar tostañ ma vo Apofis ouzh hor planedenn a vo, hervez jedadurioù an NASA, d’an 13 a viz ebrel 2029. Ur gwener eo !

Riskl all war Zouar : ar Bevedegoù o Hil Daskemmet
Pedet oc’h, ma karit ho planedenn, da sinañ ar c’halvadenn “Comité 252” evit ma vefe ouzhpennet an amandemant 252 d’ar lezenn e-keñver ar BHD.
Ur wezh ma vez dilennidi o sevel da ginnig da ziwall ouzh an Douar (kentoc’h kousket a-hed an devezh) e vefe dommaj da welet ar gouarnamant lemmel ar raktres-se. War anv ur pouez ekonomikel bennaket.
Sinet war http://amendement252.blogspot.com

Me soñj din n’eus riskl ebet war ar blanedenn Zouar. N’eus dañjer ebet war dazont ar vuhez. N’eus nemet dañjerioù war an denelezh, krouet gant an denelezh he-unan. Ha n’eo ket dre jestraouiñ, evel ma reomp re lies e vo saveteet hon dazont. Gwelloc’h e vo doujañ ouzh ar vuhez evit kenderc’hel da glemmichal war pep tra.