13.11.2009

GD 2009 (Du)

Mat ar jeu ganeoc’h ?

Setu istorioù a blij din. Spi m’eus e veot plijet gante ivez.

Ragistor an Den :

An istor kentañ a vo diwar-benn korfoù-eskern kavet lec’h-mañ-lec’h gant an arkeologourien.

Gant an eil a vimp distro en istor ar sevenadurioù bras hag gant o savadurioù e mein, savet a-benn tremen ar c’hantvedoù, ha n’hallomp ket memes anav o oadoù.

D’ar wezh kentañ

Klikit war :


http://boxyarbleiz/Ar Gremm Dieub24.doc

16.09.2009

GD 2009 (Gwengolo)

Mat ar jeu ganeoc’h ? N’och ket tapet gant ar grip ?

Setu titloù ar Gremm Dieub niv 23 a ginnigan deoc’h ar miz-ma
ñ :

1/ Labour-douar, Bevedeg o Hil Daskemmet : Mosanto he deus kroget da goll (mes ar labourien-douar a goll ivez !)

2/ Relijion, ar Gnoz : petra a soñje an Albiziz diwar-benn an doueed, ar re wir hag ar re fall ?

3/ Esklaskoù war an hon hendadoù en Egipt ha Mezopotamia : Petra zo bet kavet e savadurioù hon hendadoù ? An 2 bennad kentañ : An Orinoù ha Pobloù douarel er liorzh Eden

Buhez eo... nemet istorioù ha, ha War Zouar omp a-benn deskiñ..”

Lennadenn vat

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar Gremm Dieub23.doc

17.07.2009

GD 2009 (Gouere)

Ar Gremm Dieub niv 22 :

1/ Er c’hosmoz : petra zo ennañ, Axion pe Danvez du ?

2/ Prezegenn Frank Hatem : “Guérir sa vie, Guérir sa planète”

ar brezegenn oa e galleg, an diverradenn a zo e brezhoneg

3/A bep seurt : gerig an ekonomourien, Roue ar Pop, gwallzarvoudoù,…

Echuomp gant “Let the music play”

ha vakansoù mat d’an holl..


Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar Gremm Dieub22.doc

12.05.2009

Sekredoù GIZA

Ur pennad-skrid diwar-benn Egypt gozh zo bet embannet gant Top Secret : Hors Série n°6
Les Portes de la Cité Secrète
, skrivet gant Antoine Gigal (skrivet e galleg, mes dedennus eo memestra !)
ar gelaouenn a vez gwerzhet c'hoazh
un diverradenn po da lenn en brezhoneg aman tuchant.

10.05.2009

GD 2009 (Mae)

Ar Gremm Dieub niv 21 :

1/ Mezegiezh : distro ar Bakteridebrerien = ur chañs a-enep ar c’hleñvedoù

2/ Orin ar vuhez hag ar spesadoù : chas ha bleidi, penaos e ta liv du blev ar bleidi ?

3/ Douar.Tanveneziezh : petra c’hoarvez e Yellowstone ?

4/ Kosmoz : Tarzhadenn supernova SN2006gy hag ar goullo astrel er steredeg Eridan

5/ Fizik.Atom : Spin ar proton


Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar Gremm Dieub21.doc

04.03.2009

GD 2009 (Meurzh)

Ar Gremm Dieub niv 20 :

1/ Ekonomiezh ha marc’h-houarn : diwallit, tizh ha buanadur n’int ket hanval .. ha n’eus ket kalz a dud o kompren
2/ Darwin, Darwin : Ganet oa bet Darwin 200 bloaz ’zo ha mall-bras eo lakaat e venozioù er sklerijenn
3/ Fizik, Momeder Leon Foucault (1819-1868) : hor bed (an Douar) e darempred gant an hollved

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub20.doc

11.01.2009

GD 2009 (Genver)

Ar Gremm Dieub niv 19 :

1/ An Aliened : kinniget vo deoc'h, goude interview an astronot amerikan Edgar Mitchell, testenn respont an NASA
2/ Orin hor planedenn : ar maen koshan
3/ Fizik : petra eo an Tolz ?

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub19.doc

01.01.2009

Bloavezh mat 2009

2009
Ra vo 2009 ur bloavezh mat, leun a souezhadennoù plijus evit ar spered hag ar c'horf
goulennoù ha respontoù siouloc'h evit dazont an denelezh

Ra vo peoc'h war an Douar, sioulded ha bara da bep hini
nebeutoc'h a enkadennoù ma vefent pe war ar brezel, ar bolitikerezh, an ekonomiezh

27.11.2008

Kaozeadenn e Landeda

Skiant : Kaozeadenn (e brezhoneg, ou francais, or english)
Me vo o tiskouezhin ma levr en ti-krampouezh "Histoire de crepes" e Landeda d'ar sadorn 13 a viz Kerzu etre 4eur ha 6eur
Deuit d'am gwelet, ha gant goulennoù, pe respontoù all.
Je serai à la crêperie "Histoire de crepes" à Landeda le samedi 13 décembre de 16h00 à 18h00.
Nous parlerons origine du monde, origine de la vie, préhistoire et histoire de l'homme,...
tous les sujets sont les bienvenus.

23.11.2008

GD18 : Edgar Mitchell & UFO

Ar Gremm Dieub niv 18 :

Edgar Mitchell, hag a oa bet ar 6vet astronot o vont war ar Loar, doktor war ar skiant aerlestrel hag an astraerezh, en deus mouezhet, d’an 23 a viz Gouere diwezhañ, war dachenn an nidi dirak mikro Nick Margerrison war Kerrang radio. Savet e penn-kentañ, a-benn adsevel ar gefridi Apollo 14, he deus bet an abadenn un heuliadenn dic’hortoz…

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub18.doc

22.10.2008

Lorc’h broadel ha frankiz

Pelec’h emañ ho frankiz ?

N’ho eus ket ar gwir da lâret netra war “La Marseillaise”.
Emberr...
... Po ket ar gwir da lâret netra war ar banniel, ar laikelezh, war an ekonomiezh, splet ar bankoù, matchoù skipailh football Bro-C’hall, frankiz er skolioù, ...
Ar gazetennerien ne lâront nemet ar pezh o deus ar gwir da lâret.
Ar skiantourien ne lâront nemet ar pezh o deus ar gwir da lâret.
Ar ekonomourien ne lâront nemet ar pezh o deus ar gwir da lâret.
Ar bolitikerien ne lâront nemet ar pezh o deus ar gwir da lâret.
Hag-eñ e vez c’hoazh tud gouest da vouezhañ lavaroù disheñvel ?
Dinec’hit-me !

Karaes ha levrioù :
D’ar re a garo : Tu vo en em gavet e saloñs er levrioù e Karaes : disadorn 25 ha disul 26 a viz Here 2008.
Komzet vo diwar-benn an atom, orin ar bed, orin ar vuhez, orin ar spesad denel, ar Loar, an Heol,.....

18.10.2008

Enkadenn 2008 (2)

Marc’had arc’hantel 2008, (da vezañ kendalc’het...)

Gwelet ho eus ?
Faro eo ar bolikerien da vezañ savetaet gante an ekonomiezh vedel !
Petra ho doa graet : toullañ un tammig muioc’h c’hoazh (ma vefe posubl !) kefioù ar stad, a-benn reiñ an argant da dud ’zo o deus kollet sammadoù ramzel ken bras ma n’hallo ket den ebet o daskoriñ ... nemet hon tailhoù !

10.10.2008

Enkadenn 2008

Marc’had arc’hantel 2008, enkadenn danjerus pe dedennus ?

Klevet hoc’h eus an ekonomourien hag ar bolitikerien o komz diwar-benn an ekonomiezh bedel hag an enkadenn war ar marc’had arc’hantel ? (ha n’eo ket echu!)
Brav eo an istor ... hag an arc’hant a yelo e chakodoù ar memes re.

da heul : ultra-frankizouriezh, toulloù er c'hefioù, stadoù ka bankoù, dazont an Douar

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Enkadenn2008.doc

23.09.2008

GD 2008

Ar Gremm Dieub niv 17 :

Orin an Hollved gwelet evel un enklask-polis : fedoù, aktourien, pennkaoz ?
Ar Vuhez : ar bed Loenel , ken eston
An Hen : Tomm, tomm, tomm an Douar... mes ne glevit an holl sotonioù...

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub17.doc

Ar Gremm Dieub niv 16 :

Keleier : Rock 'n Roll debret gant Live Nation ?
Enkadenn war ar boued, pe enkadenn war ar bed
Skiant : mamm gentan ar Pesked ; Iskis eo ar Vuhez ; An Doue Hidrogen (krouer ar bed !)

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub16.doc

22.08.2008

Beijing 2008

C'hoarioù Olimpek
eil titl : Kasaat a ran ma broad !

Pegen trist eo ar c’hoarioù-se ! Gwelet vez nemet tud o liñvañ rak o deus kollet ar redadeg, rak o foanioù d’an ufern, d’ar skoaz, ha me oar-me...
Sport zo ur c’hoari en defe lâret unan.
Beuzet ar soñj dindan gloar ar business, an argant, pe lorc’haj ar vroad.
Difennet eo kaout plijadur, farsal, c’hoari evit c’hoari.
Eürusamant e oa Usain Bolt evel skouer kontrol ! Eñ en doa gounezet...
Bevet Jamaika !!

04.05.2008

ar gremm dieub 2008

Ar Gremm Dieub niv 15 :

an Delvan Reolat (eil lodenn) : ar vuhez war Zouar (un tammig berr)
ar Gremm Dieub : despizadur un nebeut gerioù (kerc'hellerezh, diskerc'hellerezh, dreitunander, reizhiad emren) hag ijinourien evel John Searl (un nijerez dreistordinal en doa savet) ha Nikola Tesla (an elektrisite, ar magnetegezh, an otoioù,...).

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub15.doc

Ar Gremm Dieub niv 14 : an Delvan Reolat

Istor derou ar Bed evel ma vez kelennet er skol : eus an dizurzh d'an urzh !
Ur sell all war ar Bed : ar Gremm Dieub
Koust ekonomikel an darvoudoù naturel e-pad ar bloavezh 2007

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub14.doc

Ar Gremm Dieub niv 13 : Istor an atom

Setu aman ho po da lenn Istor bihan an atom, mes hervez un doare sklaer
Goude un doare da welet ar bed hervez ar c'henneler Vallée (CEA, Saclay)

Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub13.doc

19.04.2008

Apofis & BHD

An asteroidenn Apofis :
En arvar emañ an Douar da vezañ stoket gant an asteroidenn Apofis. Dizoloet eo bet ar c’horf egorel d’an 18 a viz even 2004 gant an teleskop Bok er pikern Kitt Peak, Arizona. Apofis a oa anv gresian an doue egiptat Apep, an “distrujer”. Ar tostañ ma vo Apofis ouzh hor planedenn a vo, hervez jedadurioù an NASA, d’an 13 a viz ebrel 2029. Ur gwener eo !

Riskl all war Zouar : ar Bevedegoù o Hil Daskemmet
Pedet oc’h, ma karit ho planedenn, da sinañ ar c’halvadenn “Comité 252” evit ma vefe ouzhpennet an amandemant 252 d’ar lezenn e-keñver ar BHD.
Ur wezh ma vez dilennidi o sevel da ginnig da ziwall ouzh an Douar (kentoc’h kousket a-hed an devezh) e vefe dommaj da welet ar gouarnamant lemmel ar raktres-se. War anv ur pouez ekonomikel bennaket.
Sinet war http://amendement252.blogspot.com

Me soñj din n’eus riskl ebet war ar blanedenn Zouar. N’eus dañjer ebet war dazont ar vuhez. N’eus nemet dañjerioù war an denelezh, krouet gant an denelezh he-unan. Ha n’eo ket dre jestraouiñ, evel ma reomp re lies e vo saveteet hon dazont. Gwelloc’h e vo doujañ ouzh ar vuhez evit kenderc’hel da glemmichal war pep tra.

11.12.2007

Piv omp-ni ?

Setu deuet eo er-maez :
ar levr : “Piv omp-ni ? -Orin hag istor ar Bed”
210p 15€ ti-embann Delioù (Landerne) ISBN=978-2-915058-36-9
faa95665e54ca1ac18424073babf465b.jpg
Il est sorti :
le livre : “Qui sommes-nous ? -L'origine et l'histoire du Monde”
218p 15 € éditions Delioù (Landerneau) ISBN=978-2-915058-35-2
ca750ada1fbc952fab8fc6b292492a9d.jpg

Dizoloit ar c'heleier a vez o voutan-divoutan ar skiant !
Vous pourrez découvrir les nouvelles qui agitent la science !

klikit war/un clic sur :
deliou@wanadoo.fr da brenan ar levr gant an ti-embann en ur venegan "blogboxy"
pour l'acheter à la maison d'édition en mentionnant "blogboxy"
Plijet e veot, m'en tou !

Rakskrid : http://boxyarbleiz/Rakskrid.doc
Préface : http://boxyarbleiz/Preface.doc

ff0b9a440bc9b4d7ee5e36eb29490583.gif

11.11.2007

ar wirionez war an 11/09

11/09
11 evel 11 a viz gwengolo 2001
ar Gremm Dieub Niv 12 Du/Kerzu (eil lodenn)
ar Gremm Dieub Niv 11 Gwengolo/Here (lodenn gentan)


11/09/2001, pe 911 evel e vez graet anezhañ gant an Amerikaned

Setu bremañ un istor : un istor gant e fazioù
Un dra a zo sur : ur bern tud a sav hag a c’houlenn ar wirionez
Gwirionez war an 11/09

Lennit amañ istor marv an tourioù gevell
Klikit war :
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub12.doc
http://boxyarbleiz/Ar_Gremm_Dieub11.doc

En destenn glok :
http://boxyarbleiz/WTC.doc
da gavout enni un nebeut keleier ouzhpenn (iskisterioù an enklask, ar gudenn arc'hantel en USA,..)

14.10.2007

The origin and history of the world

Read this powerpoint file
“OrinhagistorarBed.pps” hereunder.

And our scientists’ ideas will be explained and examined, ideas about the origin of the world, the composition of the atom, the origin of life and the whole species, the origin and history of mankind.
Here are opinions coming from America, France, Australia, Palestine or Tibet.
Do not believe in what is told to you, but make up your mind on your own.
A trilingual file : breton/french/english. (70 slides, 302 Kb)

Just a click on :
http://boxyarbleiz/OrinhagistorarBed.pps